Open main menu

Translation requests/WQ/3/Br/1

< Translation requests‎ | WQ‎ | 3‎ | Br

==Pajenn 1==

Degemer mat
Ger degemer
Krouer
Krouer
Dezrevelloù
Rentaoù-kont
Raktresoù
Raktresoù
Kevredigezhioù
Skourroù
Gwask
Gwask
Etrebroadel
Etrebroadel
Notennoù dibenn
Notennoù dibenn
+
Logo Diazezadur Wikimedia





Wikimedia Quarto

Niverenn 3 Ebrel 2005



ar | br | cs | de | en | eo | es | fr | he | it | ja | kn | ko | nl | oc | pl | pt | ru | sr | sv | vi | zh
Simple || Updates || more... edit

Kuzul-merañ

Jimmy Wales, Founder
Angela Beesley
Michael Davis
Florence Nibart-Devouard
Tim Shell
 

watch this
Koskor

Pennskridaozer
  Samuel Klein
Skridaozer
  Florence Nibart-Devouard



Skridaozerien

+/- Erik Zachte, Nicolas Weeger, GerardM, Hashar, Yann Forget, Jean-Christophe Chazalette (villy), 利武, David Monniaux; Florence Devouard, Michael Snow, Maveric, Aphaia, Elian, oshitake, Presroi, Worldtraveller, others

Adlennerien 

+/- Adlennerien saozneg: Ruth Ifcher, Sj, Quinobi, tud all

Troourien

+/- Alexey Krasheninnikov, Aegis Maelstrom, Angela, Arno Lagrange, Blueshade, Carmen, Fruggo, Fulup, Guria, kocio, Minh Nguyễn, Oleg Izyumenko, Patio, presroi, Pubuhan, roc, Sbisolo, Shizhao, Simon Shek, Totti, Cedric31 Shakura

Kuzh-heol e Frankfurt

Setu aze ganeoc’h 3de niverenn Wikimedia Quarto. E-pad trimiziad kentañ 2005 hon eus enfredet hon implijidi kentañ, kavet skoazell diavaez evit ur raktres Wikidata ha savet ur c’houlzad dastum arc’hant berr en deus graet berzh. Bet ez eus bet Wikimedourien o kemer perzh hag o prezegenniñ e darvoudoù kenwerzhel ha kendivizoù niverus a ziskoueze bezañ dedennet gant an aozadur evel na oa ket bet biskoazh betek-henn — atersadennoù ha pennadoù kaoz gant izili ar ar c’huzul, pennadoù gouestlet d'ar raktresoù er mediaoù pouezusañ ha posteloù kaset d'ar c’huzul — kement ha bec’h zo bet lakaet war hor barregezh respont meur a wech. Genver zo bet merket ivez gant pevare deiz-ha-bloaz Wikipedia. Kement ha lidañ an taol eo bet reuziet hor c’hreizenn roadennoù gant diaesterioù a bep seurt. Diwar-se eo bet gorrekaet ar raktresoù a-frapadoù e-pad 6 sizhunvezh.

Kavout a reot en niverenn-mañ ar rentaoù-kont trimiziek boas, diverradennoù kendivizoù, ha keleier war ar raktresoù. Un nebeud kemmoù a c’hallot merzout ivez. War-gresk eo aet an niver a dud bet o kemer perzh e savidigezh Quarto. Lod anezho o deus degaset pennadoù savet ganto war-eeun a-zivout darvoudoù ha raktresoù nevez. Gwellaet eo bet ar skeudennaoueg hag an deiziataer ivez. Evel boas, kasit hoc’h evezhiadennoù, kinnigoù ha soñjoù all da newsletter (@) wikimedia.org, pe lakait anezho war pajenn burutellañ ar raktres war Meta-wiki. Deuet mat e vo skeudennoù dibar eus korn pe gorn pe eus darvoudoù, pe c’hoazh pennadoù dic’hortoz.

Trugarekaat a vennomp ober ar roadourien niverus, bras ha bihan, eo bet harpet an Diazezadur ganto a-hed an nevezamzer. Ha trukaredadennoù c’hwek d'an holl re o deus kemeret perzh o skrivañ, brastresañ, livañ, o tegas sonioù, videoioù, kodoù, o tabutal war filozofiezh ar raktres pe o kemer perzh e raktresoù ha rannbennadoù liesseurt.

Kresket eo laz troourien Quarto, ranket en deus talañ ouzh ar striv treiñ brasañ bet graet betek-henn gant pennadoù zo, bet troet en ouzhpenn 17 yezh. N'eo ket bet dibrez ar skipailh maketenniñ kennebeut; gantañ eo bet savet tres prop ar gelaouenn hag hon embannadur PDF kentañ. Ouzhpenn, ez eus bremañ ur roll-skignañ evit resev doareoù nevesañ Quarto, evel skrid hepken pe doareoù PDF, kerkent ha ma teuont er-maez. Kemerit plijadur gant frouezh strivoù an holl!

--Skipailh skridaozañ WQ

 



Biñs er Vatikan
Taolenn ar pennadoù
Golo: Gwez er goañv hag en erc’h (gant: LockeShocke)

Ger degemer, Taolenn . . . . . . 1
Lizheroù a-berzh ar c’hrouer hag ar c’huzul . . . . . . 2
Rentaoù-kont an trimiziad . . . . . . 3
Keleier eus hor raktresoù . . . . . . 4
Buhez ar skourroù lec’hel . . . . . . 5
Er mediaoù . . . . . . 6
Notennoù etrebroadel . . . . . . 7
Notennoù dibenn, Skeudennaoueg, Pennadoù-stur . . . . . . 8