Dastum arc'hant 2012/Troidigezh/Video Howard Morland (alc'hwezioù)
00:00:00.700,00:00:08.154 Neuze, ur gefridi am boa evit ar gelaouenn Progressive, ha dizoloet em eus ar pezh a anver "kevrin ar vombezenn-H".
00:00:08.154,00:00:10.825 Setu e voe unan eus ar pennadoù a skrivis.
00:00:10.825,00:00:18.994 Paket e voe gant ar gouarnamant, kaset e voemp dirak al lez-varn, kontrollet e voe ar pennad, paouezet e voe gant an embann,
00:00:18.994,00:00:22.093 ha prosez a voe e-pad ur c'hwec'h mizvezh bennak.
00:00:22.653,00:00:26.869 E-kerzh c'hwec'h mizvezh e teujomp a-benn da "c'hounez" ar gazetennerion hag an dud zo a-du gant mestroniezh an armoù
00:00:26.869,00:00:34.069 ha da lakaat ar gouarnamant da anzav e oa an ditouroù a roen en domani foran forzh penaos,
00:00:34.114,00:00:35.296 neuze e lezas da gas ha gounez a rejomp.
00:00:35.296,00:00:36.959 Howard Morland eo ma anv.
00:00:36.959,00:00:43.273 "Flatrer" zo bet graet ac'hanon, hogen ur c'hazetenner oc'h ober e labour e oan e gwirionez, tra ken.
00:00:45.524,00:00:49.024 Kejet em boa ouzh ar paotr-se anvet John Coster-Mullen, a vleine sammgirri,
00:00:49.000,00:00:54.000 en devoa skrivet hag embannet e-unan ul levr diwar-benn bombezennoù Hiroshima ha Nagasaki,
00:00:54.929,00:00:59.608 ha ne oa arbennigour war skiant ebet,
00:00:59.608,00:01:08.329 met bet en devoa ar mennozh iskis da vont da emvodoù an dud o devoa bannet ar bombezennoù,
00:01:08.500,00:01:12.876 zoken pa ne oa ket a-oad ganto zoken.
00:01:13.336,00:01:17.674 Mont a reas evelato, ha krog e voe da gaout mignoned a-douez an dud-se dre gomz ganto.
00:01:17.674,00:01:22,889 Krog e voent da gontañ dezhañ ar pezh a ouient diwar-benn bombezenn Hiroshima ha bombezenn Nagasaki.
00:01:23.348,00:01:29.198 Ha pa sellis ouzh ar pezh oa anat dezhañ e voen kendrec'het, hag goulenn a ris digantañ — lavaret a ris e oa faziet ar pennad e Wikipedia.
00:01:29.210,00:01:29.965 Ha c'hoant ac'h eus d'e reizhañ ?
00:01:29.965,00:01:31.673 Ha lavaret en deus, "Klasket em eus c'hoazh."
00:01:31.673,00:01:39.788 Kinniget em eus ur reizhadenn da bennad Wikipedia, hag an den anvet Fastfission, a - n'ouzomp ket piv eo.
00:01:39.788,00:01:41.750 Dizanv eo chomet bepred.
00:01:41.746,00:01:50.890 Lavaret en deus penaos ne c'haller ket krediñ en ditouroù-se rak n'hoc'h eus daveenn ebet estreget al levr hoc'h eus-c'hwi skrivet hag embannet,
00:01:50.887,00:01:54.030 ha kement levr all a zo er bed a lavar emañ ar gaou ganeoc'h.
00:01:54.486,00:02:01.810 Lavaret em eus neuze, mat, me 'soñj din e c'hallomp kempenn kement-se, zoken pa ne ouien netra a-zivout an danvez. Setu penaos ez is tre e Wikipedia.
00:02:01.810,00:02:04.410 Lavaret em boa, gallout a reomp kempenn kement-se.
00:02:04.407,00:02:06.750 Ha tizhet em eus Richard Rhodes, en devoa skrivet ul levr en devoa gounezet ar Priz Pulitzer, The Making of the Atomic Bomb,
00:02:10.851,00:02:20.700 Stan Norris, en devoa savet buhezskrid Leslie Groves, ar jeneral a oa e penn ar [Manhattan] Project,
00:02:21.156,00:02:29.260 hag un nebeud tud all, hag an holl ac'hanomp a skrivas e pajenn ar Gaozeadenn hag a lavaras da Fastfission :
00:02:29.265,00:02:35.490 an holl ac'hanomp o deus embannet levrioù. N'hon eus lavaret tra diwar-benn an danvez-se, met lennet hon eus levr ar paotr-se, hag emañ ar gwir gantañ d'hor soñj,
00:02:35.494,00:02:37.120 ha faziet eo an holl dud all.
00:02:37.116,00:02:41.960 Plegañ a reas Fastfission neuze, ha skrivañ ar reizhadenn a ris.
00:02:42.394,00:02:47.410 Bamusañ ensavadur am eus kejet outañ biskoazh eo Wikipedia.
00:02:47.477,00:02:49.610 N'anavezan tra ebet all par dezhañ.
00:02:50.059,00:02:58.980 Un testeni eo eus youl an dud da c'houzout traoù ha da rannañ ditouroù.
00:03:00.096,00:03:03.370 En desped d'ar fed ma, adalek deroù an amzer,
00:03:03.371,00:03:07.670 pa grogas an dud da zeskiñ penaos ober traoù, e klaskjont kuzhat o gouiziegezh, sur on eus kement-se.
00:03:07.670,00:03:11.320 Gouzout a ran ez eus kelennerien eus an darn vuiañ eus an dud a skriv levrioù,
00:03:11.325,00:03:16.870
war tachenn an armoù nukleel dreist-holl ; gopret e vezont.
00:03:16.871,00:03:20.120 Skrivañ al levrioù-se a reont. Arc'hant ebet ne zeu eus al levrioù.
00:03:20.125,00:03:23.120 Nebeut a dud a vez ouzh o lenn.
00:03:23.500,00:03:29.650 Skrivañ al levr a reont koulskoude, kemer perzh en ur bodad-studi, met ar pennad am eus skrivet diwar-benn ar fardañ armoù nukleel a vez lennet,
00:03:32.812,00:03:36.390 me 'gred din, ar wezh diwezhañ ma 'm boa sellet, war-dro 400 gwezh bemdez.
00:03:36.390,00:03:39.860 N'eus levr ebet a gement a zastum kement a vrud.
00:03:39.858,00:03:46.970 Ha ne bakan tamm arc'hant ebet evit ar pennad, met an ditouroù a roan, hag
00:03:46.968,00:03:49.240 en un doare bennaket e pak brud, hag an dud a sell outañ.
00:03:49.235,00:03:55.600 Neuze, setu amañ ar boz a zeu diwar bout ur skrivagner a vez lennet.
00:03:56.178,00:03:57.100 Rener : Victor Grigas
00:03:57.105,00:03:57.660 Kenrener : David Grossman
00:03:57.659,00:03:58.310 Kenderc'her : Zack Exley
00:03:58.308,00:03:58.820 Rener al luc'hskeudenniñ : Pruitt Y. Allen
00:03:58.820,00:03:59.500 Videoluc'hskeudennerion : Jack Harris, Adam Parr, Matthew Storck
00:03:59.505,00:04:00.030 Poltredourion : Adam Novak, Karen Sayre
00:04:00.028,00:04:00.490 Gwezeladur : Melissa Klein
00:04:00.492,00:04:01.880 Aterserion : Alma Chapa, Jonathan Curiel, Stephen Geer, Dan McSwain, Corey O'Brien, Frank O'Brien, Jacob Wilson
00:04:01.882,00:04:03.130 Kenurzhierion ar c'henderc'hañ : Megan Hernandez, Bryony Jones, Beatrice Springborn
00:04:03.129,00:04:03.950 Eilerion ar c'henderc'hañ : Toby Hessenauer, Kristin Rigsby
00:04:03.953,00:04:04.650 Videogempennerion : Justine Gendron, Victor Grigas, Jawad Qadir
00:04:04.651,00:04:05.180 Skridaozerez : Desirina Boskovich
00:04:05.177,00:04:06.240 Gwazadoù treuzskrivañ : Kate Aleo, Michael Beattie, Karen Callier, Petro Leigh, Mimi Li, Jacqui Pastor, Kristie Robinson, Brittany Turner, Susan Walling
00:04:06.245,00:04:06.820 Is-skridoù saoznek : AlanKelly VerbatimIT