Multilingualism/br
This page is outdated, but if it was updated, it might still be useful. Please help by correcting, augmenting and revising the text into an up-to-date form. |
Help Meta become more multilingual! Add content in your native language.
Liesyezhek e tlefe Meta bezañ. Kouslskoude, e Gouere 2004 e oa e saozneg evit 85%. A-benn Genver 2005 ur strobad pajennoù nevez en alamaneg, japaneg ha galleg dreist-holl ha strivoù an holl droerien o doa lakaet an traoù da ziskenn e-tro 75% marteze. Mar fell da Wikimedia derc’hel d'e skeudenn, kenderc’hel da vezañ poellek gant ar politikerezh embannet gantañ evit ar bed-holl hag ober e vad eus ar pezh a zegas e holl izili e rank kenderc’hel da strivañ kalz muioc’h evit mont war-du al liesyezhegezh. Evit gwir, hiziv an deiz, n'eo ket mui ar saozneg yezh kentañ an darn vrasañ eus implijerien Metamedia Te ivez, sikour ac’hanomp da lakaat Meta e brezhoneg, lañset mat eo bremañ!
Titouroù liesyezhek
Daoust ma vez techet ur bajenn bennak da vezañ unyezhek; tu zo da reiñ titouroù da yezherien all ivez. Implijit o parregezhioù yezh!
Barrenn-gostez
Tu zo da ouzhpennañ ur varrenn-gostez (a-zehou) enni taolenn ar bajenn a zeskriv an danvez zo war ar bajenn, evel war ar bajenn-mañ. Mar plij troit an destenn er varrenn-gostez-se er yezhoù a anavezit hag ouzhpennit liammoù war-du ar pajennoù diwar-benn al liesyezhegezh war ar wikipediaoù a zarempredit. Broudit ho kenlabourerien hag o mignoned na skrivont ket saozneg da embann o soñjoù/mennozhioù war ar bajenn-mañ hag he fajenn brezeg (talk page) en o yezh dezho.
Kavout a ra deomp eo mat d'an teulioù pouezus kaout ur varrenn-gostez gant un diverrañ liesyezhek evel-se.
Diverrañ
Tu zo deoc’h ouzhpennañ un diverrañ eus ar bajenn gant {{Abstract}}. Talvoudus eo lakaat un diverrañ pa vez anv gant ar bajenn a draoù luziet ha p'hoc’h eus c’hoant da reiñ muioc’h a ditouroù estreget just ul linenn zeskrivañ.
Troourien
Ma'z oc’h barrek war ouzhpenn ur yezh, lakait hoc’h anv war roll an droourien (ha sellit ivez There is also an English Wikipedia available). Marteze e viot dedennet ivez gant un tamm eskemm war an argerzh treiñ.
Merañ ar raktres en ho yezh
- Goulennnoù dre vras: gwelet Wikitech-l, ha #mediawiki.
Galv d'al liesyezhegezh
Kasit kemennoù d'an holl strolladoù yezh a anavezit! Lakait anezho da skoazellañ o yezh muiañ karet o kreskiñ corpus skrivet o yezh.
- Lizher skouer evit sevel wikipediaoù e yezhoù nevez (e saozneg)
- Yezhoù Wikipedia
- "Ur pennad-kaoz zo gant Alan Cox e lec’h ma komz diwar-benn an deskiñ kembraeg. Soñjal a ra dezhañ start e varvo ar yezhoù n'emaint ket war urzhiataer ac’hann da 50 vloaz" (Alan Cox a oa/zo ur c’henlabourer a-frapadoù eus WP) - David Gerard
- War ar raktres Rosetta ez eus skouerioù eus tost 2000 yezh: sellet ouzh Rosetta Project.
Pennadoù, h.a. diwar-benn yezhoù engenidik
- Languagegeek site dedicated to the promotion of indigenous languages
Testing resources, etc. on indigenous langs
Liammoù diabarzh
- patromoù barregezhioù yezh (Patromoù Babel): Tu zo deoc’h merkañ o barregezhioù yezh war ho pajenn implijer.
- Meta:Babylon
- Holl yezhoù Wikipedia: Taol-sell war yezhoù Wikipedia, Roll klok raktresoù wikimedia
- Local Embassies for helping visitors get used to your local WP
- Doareoù war al liesyezhegezh: soñjoù war al liesyezhegezh (pleustrad gant Jmabel (ca. 12/2003) diwar-benn an envel traezoù, pajennoù, tud o tont eus yezhoù all).
- Emglevioù war al liesyezhegezh
- Treiñ: ...e saozneg - raktres dispar (gant Jmabel) evit goulenn/leuniañ goulennoù treiñ (sellet ivez ...en alamaneg, ...e galleg, :ja:Wikipedia:翻訳依頼, ...e roumaneg, ...e sinaeg), ha Pages needing translation - pajennoù kamm war en: zo ezhomm ober un tamm c’hwennat mat dezho.
- Ostilhoù: Karta anavezout ar yezhoù evit anavezout reizhoù arouezennoù amsklaer deoc’h.