Keleier Wikimedia, miz Kerzu 2012

This page is a translated version of the page Wikimedia Highlights, December 2012 and the translation is 100% complete.


Keleier digant Danevell Diazez Wikimedia ha Danevell Ijinerezh Wikimedia evit miz Kerzu 2012, gant un dibad eus darvoudoù luskad Wikimedia pouezus all.

Keleier

 

Visual Editor rakembannet er Wikipedia saoznek

Un handelv ersezat eus VisualEditor, ar c'hetal-skrivañ araokaet a zo da zont hag a aesaio ar sevel pennadoù wiki, zo bet aotreet er Wikipedia saoznek e miz Kerzu. Tu zo bremañ d'ar skridaozerien varrek d'e arnodiñ ha da ober evezhiadennoù diwar-benn kudennoù ha tevetoù.

The Impact of Wikipedia ("Skog Wikipedia") — video graet evit ar c'hellidañ, gant istitloù e meur a yezh.

Roadennoù biskoazh herrantoc'h evit ar c'hellidañ

Abred er bloaz-mañ e voe tizhet e bal a 25 milion US$ gant skipailh ar c'hellidañ, 2012 o vezañ dre-se ar bloavezh berrañ evit a sell ouzh ar c'hellidañ. Ur gourc'hoù all zo bet tizhet ivez, hini an niver a roadoù : 1 484 milion a roadoù abaoe ar 1añ a viz Gouhere. Echuet e voe ar c'houlzad kellidañ gant ur giton "Trugarez deoc'h" a ginnigas d'al lennerien ur strollad skridaozerien liesdoare dre gemennadennoù skrivet hag atersadennoù dre video. War-dro un hanter vilion a dud a sellas ouzh ur video peder munutenn a ginnige skridaozerien Wikipedia, ha gwelet hon eus ur c'hresk en niver a gontoù krouet.

Echu eo pazenn gentañ dasparzh ar c'hellidoù nevez

Gant Kuzul-merañ Diazez Wikimedia e voe degemeret erbedoù Poellgor Dasparzh ar C'hellidoù (FDC, Funds Dissemination Committee) hag 8,43 milion US$ a voe derannet da 11 aozadur Wikimedia. Gant kement-se e voe merket dibenn brav pazenn gentañ argerzh nevez an FDC. Ar c'hemm-se en doare ma vez ingalet an arc'hant e diabarzh al luskad Wikimedia a voe deskrivet gant ar Guzulierien Jan-Bart de Vreede ha Patricio Lorente evel "un digreizennadur pouezus eus ar galloud war-du kumuniezh emouestlidi Wikimedia er bed a-bezh". Abretoc'h e 2012 e voe savet ar poellgor, diwar seizh emouestlad eus seizh bro zisheñvel, a zo barrek war ar skridaozañ e meur a raktres Wikimedia, hag o deus krouet pe a zo bet ezel eus ar C'huzul evit pemp rann eus Wikimedia.

Stlennoù ha luskadoù

Gweladennerien hiniennel dre ar bed e miz Du :

484,5 milion (-0,79% e-keñver miz Here ; + 2,06% e-keñver warlene)
(stlennoù comScore evit holl raktresoù Diazez Wikimedia ; diwezhatoc'h e miz Genver e vo embannet stlennoù miz Kerzu gant comScore)

Goulennoù pajennoù evit miz Here :

20,2 miliard (-0,84% e-keñver miz Du ; +23,5% e-keñver warlene)
(Stlennoù lugadennoù ar gwazer, holl raktresoù Diazez Wikimedia, tizhadennoù dre bellgomz hezoug en o zouez)

Implijidi kevreet hag oberiek evit miz Du 2012 (>= 5 embannadenn dre viz er pennadoù, hep ar Bots) :

79 532 (-0,03% e-keñver miz Here / +0,59% e-keñver warlene)
(Stlennoù an diaz-ditouroù, holl raktresoù Diazez Wikimedia. Notenn : nevez zo e resisajomp ar muzul-se dre lakaat Wikimedia Commons er gont, koulz hag an obererezh a-dreuz meur a raktres.)

Kartenn-danevellañ (enni lies stlennoù feurjedet ha luskadoù war divoud raktresoù WMF) evit miz Du 2012:

http://reportcard.wmflabs.org/

(Termenadurioù)

Kellid

 
Berniad enkefioù hag ezkefioù Diazez Wikimedia e-keñver ar Raktres, d'an 30 a viz Du 2012
 
Ezkefioù berniet Diazez Wikimedia dre gargoù, d'an 30 a viz Du 2012

(Evit miz Du 2012 hepken emañ ar stlennoù kellidel da vare an danevell-mañ.)

Evit ar maread 01/11 — 30/11/2012 eo ar stlennoù kellidel a zo embannet amañ.

Enkefiad $16,614,546
Ezkefiad
Rann an ijinouriezh $5,309,228
Rann an dastum kevalaoù $1,442,814
Rann ar skoaziadoù hag ar raktresoù $2,159,357
Rann al leviadur $314,952
Rann Gwir/Breutadennoù ar gumuniezh/Bruderezh $1,265,059
Rann Kellid/Loazioù denel/Melestradur $2,267,388
Sammad an ezkefiadoù $12,758,798
Sammad ar gounid (ar c'holl) $3,855,748
  • $11,26MM eo enkefiad miz Du e-keñver ar rakjed a $10,29MM, war-dro $964K pe 9% dresit ar raktres.
  • Betek an deiziad ez eo $16,61MM an enkefiad, e-keñver ar $15,50MM rakjedet, war-dro $1,11MM pe 7% dreist ar raktres.
  • $2,83MM eo an ezkefiadoù evit miz Du e-keñver an $3,12MM rakjedet, war-dro $290K pe 9% dindan ar raktres, ar pennabegoù o vezañ un digresk en ezkefiadoù evit an implijidi hag er re evit ar c'hevala, a zo damgempouezet gant ur c'hresk en dispignoù gwirel, gant ar mizoù bank, ar c'hevratoù diavaez hag ar yalc'haoù bet roet.
  • Betek an deiziad ez eo $12,76MM an ezkefiadoù evit 12 miz e-keñver $14,64MM, war-dro $1,88MM pe 13% dindan ar raktres, ar pennabegoù o vezañ dispignoù evit an implijidi, evit gwazerioù an Internet, mizoù-beajiñ, mizoù-kevala, kevratoù diavaez, damgempouezet gant ur c'hresk en ezkefiadoù gwirel, mizoù bank, loreoù ha skoaziadoù.
  • $28.06MM eo stad ar c'hef d'an 30 a viz Du 2012.
Video eus emvod miziek Diazez Wikimedia a-zivout ar muzulioù hag an obererezhioù, da geñver miz Kerzu (10 a viz Genver 2013)

Keleier all

 
Unan eus ar skeudennoù bet embannet gant Ofis Kelaouiñ Gouarnamant Israel : roue Hussein Jordania oc'h entanañ sigaretenn pennmaodiern Israel Yitzhak Rabin, nebeut goude ma voe sinet feur-emglev peoc'h 1994.

Rannoù Israel ha Republik Tchek o deus kendrec'het o gouarnamantoù da zibrennañ skeudennoù

Embannet en deus gouarnamant Israel e roio aotre d'an dud da ober diouzh o c'hoant gant ar skeudennoù bet graet gant kargidi ar gouarnamant a gaver war lec'hiennoù ar Stad. Pouezus eo bet perzh Wikimedia Israel a-hed an tri bloavezh ma padas an argerzh lezennel a gasas d'an disentez-se. Er Republik Tchek ez eo ar rann Wikimedia lec'hel deuet a-benn da gendrec'hiñ sened ar Stad da embann luc'hskeudennoù eus ar senadourien nevez-dilennet.

 
Unan eus ar skeudennoù bet embannet gant RCE : ar vilin-avel izelvroat "De Koperslager" goude un tangwall e 1964

Tremen un hanter-vilion a skeudennoù digoust eus savadurioù izelvroat evit Wikimedia Commons

Rijksdienst voor het Cultureel Erfgoed (RCE) "Glad Sevenadurel Broadel", un ensavadur izelvroat a ra war-dro gwareziñ lec'hioù eus ar glad broadel, en deus embannet un dastumad a 555 000 skeudenn graet gant e implijidi hervez an aotre CC-BY-SA 3.0 NL. Emeur ouzh o enkargañ e Wikimedia Commons, hag en o zouez ez eus skeudennoù istorel dibar. A-hend-all, Wikimedia Commons en deus tizhet ar maen-bonn a 15 milion a restroù digoust e miz Kerzu.

Stal-labour gant skipailh-respont an Emouestlidi Alaman

War-dro 55 ezel eus ar skipailh-skoazellañ alamanek (OTRS Team) em vodas e Berlin evit ur stal-labour a badas daou zevezh. Ar "skipailh-respont emouestl", evel a reer anezho, a ra war-dro ur skalfad ledan a bostelloù a-berzh implijidi Wikimedia hag a-berzh an holl dud all. Er postelloù-se e kaver klemmadennoù diwar-benn pennadoù Wikipedia, goulennoù a-zivout raktresoù Wikimedia dre vras, hag aotreoù da arverañ skeudennoù enkarget e Wikimedia Commons. Hini Berlin e oa stal-labour ziwezhañ un heuliad a grogas e 2008. E-touez dodennoù ar stal-labour e oa gwirioù an dud hag ar copyright, gwellaat berzhded hag efedusted al labour war ar respontoù. Hervez un danevell feurjedel nevez evit an holl yezhoù, 39729 goulenn a voe resevet e 2012 dre ar bajenn hollek er raktresoù Wikimedia, 20 112 anezho e saozneg ha 7 647 en alamaneg. Ouzhpenn-se, 13 563 aotre da arverañ a voe keweriet.