Wikimedia Foundation elections/2022/Announcement/Call for Candidates/Short/br

This page is a translated version of the page Wikimedia Foundation elections/2022/Announcement/Call for Candidates/Short and the translation is 90% complete.

Galv da zanvez dilennidi evit dilennadeg 2022 ar c'huzul-merañ

Gallout a rit kavout ar gemennadenn-mañ troet e yezhoù all e Meta-wiki.

Emañ kuzul-merañ ar Wikimedia foundation o klask danvez-merourien evit dilennadeg ar c'huzul-merañ e 2022. Lennit hiroc'h war Meta-wiki.

Setu dilennadeg 2022 ar c'huzul-merañ ! Ha ma lakafec'h hoc'h anv da gemer perzh er c'huzul-merañ ?

Kuzul-merañ an ensavadur Wikimedia a ra war dro aferioù an ensavadur Wikimedia. Merourien choazet gant ar gumuniezh hag ar genvreuridi ha merourien anvet gant ar c'huzul-merañ a ya d'ober izili ar c'huzul-merañ. Dilennet eo pep merour evit tri bloaz. Gallout a ra Kumuniezh Wikimedia mouezhiañ da zilenn ar verourien choazet gant ar gumuniezh hag ar genvreuridi.

Mouezhiañ a ray kumuniezh Wikimedia da envel merourien evit daou sez er c'huzul-merañ e 2022. Setu un digarez da wellaat dileuriadur, liesseurted, ha barregezh ar skipailh

Piv a c'hall lakaat e anv ? Daoust ha gallout a rit lakaat hoc'h anv ? Muioc'h a ditouroù war ar bajenn Lakaat e anv da vezañ dilennet.

Trugarez da harpañ ac'hanomp !

Ar skipailh Strategiezh ha Merouriezh en anv bodad an dilennadegoù hag ar c'huzul-merañ.