Keleier Wikimedia, miz Gwengolo 2012

This page is a translated version of the page Wikimedia Highlights, September 2012 and the translation is 96% complete.
Outdated translations are marked like this.


Keleier digant Danevell Diazez Wikimedia ha Danevell ijinerezh Wikimedia evit miz Gwengolo 2012, gant un dibab eus darvoudoù luskad Wikimedia pouezus all.

Ar varrennad binvioù Kempenn, a zo arveret amañ evit merkañ ur pennad nevez evel adwelet hag evit kas ur gemmennadenn d'e aozer(ez).

Aesoc'h eo adwelet prennadoù nevez e Wikipedia gant ar binvioù "Kempenn pajennoù"

Miliadoù a bajennoù nevez a vez krouet bemdez e Wikipedia, kantadoù a gempennerien a-youl-vat zo rekis neuze evit o c'hempenn. A-benn aesaat o labour, Skipailh Emouestl an Embannerion en deus savet ar benveg "Kempenn pajennoù". Daou venveg zo ennañ e gwirionez :

  • Renabl ar pajennoù nevez, a ziskouez ar pajennoù nevez gant notennoù a-benn sikour d'o c'hempenn
  • Ar varrennad binvioù da gempenn pajennoù, a zeu war wel e-kichen ar pajennoù nevez hag a ro tro d'ar gempennerien da ober meur a dra evel merkañ ur bajenn evel kempennet, anataat kudennoù a-fed dereadegezh pe evit kinnig ma vije kaset da get.

D'an 20 a viz Gwengolo e voe staliet ar benveg "Kempenn pajennoù" er Wikipedia saoznek, hag e raktresoù all e vo staliet ivez.

Kalz aozerien nevez e Wikipedia en em gav dipitet pa voulc'hont ur pennad n'eo ket da c'hrad ar gumuniezh, hag a vez lamet. Spi zo ma vo ar benveg Kempenn pajennoù un doare da gelaouiñ gwelloc'h an aozerien bennadoù.

Patrom nevez diazezet war emouestlidi a-benn dasparzhañ ar roadoù

Ur patrom nevez zo bet savet a-hed ar c'hwec'hmiziad kentañ a-benn daparzhañ arc'hant a roadoù bet dastumet dre lechiennoù ar raktres Wikimedia. Tremen $10 milion anezho a vo merket hervez erbedadennoù ur poellgor nevez-krouet, ar Funds Dissemination Committee (FDC) — Poellgor Dasparzh ar Glad (PDG), emouestlidi an holl izili anezhañ.

Da heul un argerzh-envel foran ez eo bet embannet rollad seizh ezel mouezhier an FDC kentañ : Arjuna Rao Chavala (India), Dariusz Jemielniak (Polonia), Ali Haidar Khan (Bangladesh), Mike Peel (Rouantelezh-Unanet), Yuri Perohanych (Ukraina), Sydney Poore (Stadoù-Unanet Amerika), hag Anders Wennersten (Sveden). Ganto e vo Jan-Bart de Vreede (Izelvroioù) ha Patricio Lorente (Arc'hantina), hep ar gwir da vouezhiañ, evel dilennidi eus Kuzul-merañ Diazez Wikimedia. Susana Moraes (Portugal) zo bet anvet da hanterourez evit argerzh an FDC.

Emañ an FDC o studiañ goulennoù yalc'hadoù digant 12 aozadur, a zo digor da evezhiadennoù an holl dud betek an 22 a viz Here.

Lec'hienn nevez a-zivout raktresoù beajiñ hag obererezhioù lezell

Asantet en deus Diazez Wikimedia reiñ bod d'ul lec'hienn nevez a-zivout raktresoù beajiñ diwar goulenn kumuniezh Wikimedia. Siwazh, d'an 29 a viz Eost 2012 e tivizas Internet Brands, a zo perc'henn war al lec'hienn Wikitravel, lakaat prosez da zaou emouestlad eus Wikitravel evit meur ag abeg lezennel. Unan anezho a respontas dre sevel ur reked enep-SLAPP, oc'h arguziñ e klask Internet Brands, dre ar prosez-se, lemel digantañ ar gwir da dabutal war divoud a lec'hienn Travel Guide.

Stlennoù ha luskadoù

Gweladennerien hiniennel dre ar bed e miz Eost :

456,25 milion (+0,98% e-keñver miz Gouere ; +7,92% e-keñver warlene)
(stlennoù comScore evit holl raktresoù Diazez Wikimedia ; diwezhatoc'h e miz Here e vo embannet stlennoù miz Gwengolo gant comScore)

Goulennoù pajennoù evit miz Gwengolo :

19,1 miliard (+5,3% e-keñver miz Eost ; +20,9% e-keñver warlene)
(Stlennoù lugadennoù ar gwazer, holl raktresoù Diazez Wikimedia, tizhadennoù dre bellgomz hezoug en o zouez)

Implijidi kevreet hag oberiek evit miz Eost 2012 (>= 5 embannadenn dre viz er pennadoù, hep Bots) :

79 572 (-0,74% e-keñver miz Gouere / -0,81% e-keñver warlene)
(Stlennoù an diaz-ditouroù, Holl raktresoù Diazez Wikimedia. Notenn : nevez zo e resisajomp ar muzul-se dre lakaat Wikimedia Commons er gont, koulz hag an obererezh a-dreuz meur a raktres.)

Kartenn-danevellañ (enni lies stlennoù feurjedet ha luskadoù war divoud raktresoù WMF) evit miz Eost 2012:

http://reportcard.wmflabs.org/

(Termenadurioù)

Kellid

 
Berniad enkefioù hag ezkefioù Diazez Wikimedia e-keñver ar Raktres, d'an 31 a viz Eost 2012
 
Ezkefioù berniet Diazez Wikimedia dre gargoù, d'an 31 a viz Eost 2012

(Evit Eost 2012 hepken emañ ar stlennoù kellidel da vare an danevell-mañ.)

Evit ar maread 01/07 — 31/08/2012 eo ar stlennoù kellidel a zo embannet amañ.

Enkefiad

$ 1 758 126

Ezkefiad
Rann an Teknologiezh $ 2 286 158
Rann an dastum kevalaoù $ 417 387
Rann an diorroadur bloc'hel $ 1 110 627
Rann al leviadur $ 144 825
Rann Kellid/Loazioù denel/Melestradur $ 864 207
Rann Gwir/Breutadennoù ar gumuniezh/Bruderezh $ 377 572
Sammad an ezkefiadoù $ 5 200 776
Sammad ar gounid (ar c'holl) ($ 3 442 650)
  • $ 1,4 MM eo enkefiad miz Eost e-keñver ar rakjed $ 465 k, war-dro $ 946 k pe 203% dreist ar raktres, an abeg pennañ o vezañ an $1,0 MM bet degemeret digant ar Sloan Foundation.
  • Betek an deiziad ez eo $ 1,8 MM an enkefiad, e-keñver an $ 1,9 MM rakjedet, war-dro $ 0,1 MM pe 9% dindan ar raktres.
  • $ 2,6 MM eo an ezkefiadoù evit miz Eost e-keñver $ 2,7 MM rakjedet, war-dro $ 0,1 MM pe 3% dindan ar raktres, ar pennabeg o vezañ kempouezadur darnel an ezkefiadoù evit an implijidi, ar re evit gwazerioù an Internet, ar re evit ar beajoù, ar re evit ar c'hevala hag ar re evit ar gwir gant ur skoazell evit steuñv-trelusker India ha mizoù uheloc'h evit an tuta.
  • Betek an deiziad ez eo $ 5,2 MM an ezkefiadoù e-keñver $ 5,9 MM, war-dro $ 0,7 MM pe 12% dindan ar raktres, ar pennabeg o vezañ dispignoù evit an implijidi, evit gwazerioù an Internet, mizoù-beajiñ, mizoù-kevala hag ezkefiadoù gwirel.
  • $ 21,8 MM eo ar c'hefiad d'an 31 a viz Eost 2012, ar pezh a zo war-dro 6,2 miz a zispignoù.
Video eus emvod miziek Diazez Wikimedia a-zivout ar muzulioù hag an obererezhioù, da geñver miz GWengolo (4 a viz Here 2012).

Keleier all

 
Al Mac's Diner-Restaurant - unan eus ar skeudennoù gourfennour en SUA evit Wiki Loves Monuments

Biskoazh kement a berzhidi er genstrivadeg vedel Wiki Loves Monuments

Tremen 15 000 a dud a gasas tremen 350 000 skeudenn a-hed miz Gwengolo evit Wiki Loves Monuments 2012, ar genstrivadeg a laka pouez war skeudennoù digoust eus savadurioù broadel. Trement daougementet e voe niver ar skeudennoù e-keñver abadenn 2011, a zo bet testeniet ez-ofisiel evel brasañ kenstrivadeg luc'hskeudennoù ar bed a-bezh gant Guinness World Records. Loreidi zo bet diskuliet abaoe evit SUA ha broioù all, hag e deroù miz Kerzu e vo embannet top 12 ar bed a-bezh.

Tabutoù a-zivout kenniñvoù lazoù

E-kerzh miz Gwengolo e voe ganet tabut gant ar raktresoù "Wiki-Town" Monmouthpedia ha Gibraltarpedia da c'houzout hag-eñ e oant bet kaset gant ur merour eus Wikimedia R-U en un doare a damguzhe e berzhioù evel merour Wikimedia, kuzulier gopret evit kevelerien ar raktres er gouarnamant hag un embanner er Wikipedia saoznek. Abaoe ez eus bet anvet ur c'hevarouezour kuzulier dizalc'h gant Wikimedia R-U ha Diazez Wikimedia, a-benn ensellet koulz an doare ma voe meret Wikimedia R-U hag ar c'henniñvoù lazoù a vije liammet ouzh ar raktres-se.

Kentañ kuzuliadeg EduWiki

E Skol-veur Leicester, Bro-Saoz, e voe dalc'het ar c'hentañ Kuzuliadeg EduWiki, a vodas skolveuridi deuet eus tri c'hevandir ha Wikimediaourion a-benn komz diwar-benn raklun Wikipedia Education ha doareoù all da genlabourat. Gant Wikimedia R-U e oa aozet ar guzuliadeg, a badas daou zevezh.